ACCUEIL - STATUTS - PROGRAMME - CONTACT - NEWS - ADHESION

LISE DIWAN E KARAEZ

Sevel a ra groñs Ni Hon-Unan a-enep tagadenn ar Stad a-enep yezh ha personelezh Breizh. Kaset eo bet ganeomp ar gemennadenn-mañ da gement kazetenn a zo.

NAC’HAÑ A RA PREFED AR RANNVRO E VO DIGORET LISE DIWAN E KARAEZ D’AN DISTRO-SKOL 1999

Kemer a ra perzh abaoe nevezik ‘zo Ni Hon Unan e komite skoazell digoridigezh lise Diwan Karaez. Gervel a ra an holl renerien embregerezhioù, ar goñversanted hag ar boblañs a-bezh da vont da vale e straedoù Karaez d’ar Sadorn 27 a viz Meurzh 1999, an dra-se evit dazont hor yezh hag hini al labour e Breizh.

Goulenn a ra Hi Hon Unan d’an dilennidi sevel o mouezh en un doare sklaer ha fraezh da c’houlenn e vefe graet plas d’ar brezhoneg en deskadurezh, ar brezhoneg a ouzont mat ober implij anezhi pa vez dilennadegoù. Nec’het eo NHU da welet ar " vombezenn " velestradurel bet lakaet gant prefed ar rannvro d’ur mare ma santer e teu an traoù da vezañ tenn en-dro e Breizh

Moins de langue de bois, plus de langue bretonne !

Ni Hon-Unan, qui vient de rejoindre le comité de soutien pour l’ouverture du lycée Diwan de Carhaix, appelle les entrepreneurs, les commerçants et l’ensemble de la population à marcher, le samedi 27 mars 1999 à Carhaix, pour l’avenir de la langue bretonne et donc de l’emploi en Bretagne.

Par ailleurs, NHU invite l’ensemble des élus à prendre position, de manière claire et définitive, sur la place qu’ils veulent accorder à l’enseignement en langue bretonne, une langue qu’ils savent si bien manipuler à la veille des élections.

Enfin, NHU s’inquiète de la bombe administrative que vient de poser le Préfet de Région, à un moment ou un regain de tension est perceptible en Bretagne.

NHU le 22.03.1999