Ar brezhoneg war ar skramm bihan
Tremen 20 vloaz so e voe krouet ar chentań skolioł Diwan diwar feiz divrall un toullad emsaverion . Ar pezh a hańvale bezań ur sorchenn evit an darn vuiań eus ar vreizhiz neuze zo deuet da wir. Hevelep kont e vezo sur awalch gant raktres ar pellwel divyezhek lańset gant rener TF1 ha skoazellet gant embregerezhioł a Vreizh (1). Bremań pa emań diazezet ar skolioł brezhoneg da vat e oa deuet poent kaout un tele a rafe gant an hevelep yezh er skol ha war an tele. Nez eus ket da dortań, mar menner mirout hor yezh ez bev er chantved da zont e vezo ret da houmań bezań er skolioł, er radio,..., ha war ar skramm bihan evel-just. Evit kompren mat pouez ar sellet hag ar chlevet evit dazont ar brezhoneg e ranker taoler ur sell a-dreńv deomp hag e teu war-wel anat mat emań ar brezhoneg é kulań buan-tre abaoe ma eo degouezhet an tele gall e kement tiegezh zo er vro.CHARLES BIETRY GANT TV BREIZH ? |
Komprenet ez eus bet mat gant ar Vreizhiz bremań nez eus netra da chortoz digant ar servij publik gall evit kas war-raok hor yezh. Dezho eo da sevel an traoł o deus choant kaout. Evit gwir penaos e challfed kaout fiziańs e France 3 a ya bep bloaz dober ar gest digant kuzul Breizh evit skinań an nebeut abadennoł brezhoneg anavezet mat ganeomp. Mar seller ouzh broioł bihan arall en Europa a-fed ar selled hag ar chleved emań Breizh e-touez ar re zibourvezań ha neo ket gant ur wezenn e vez kuzhet ur gouezlech evel ma kaver e Breizh. Bevez eo deomp enta kaout un den ken kreńv ha ken galloudek ha Patrig al Lay evit lańsań ar chentań tele divyezhek. Arabat neuze ober ar begoł figus dirak planigoł P. al Lay evel ma challer merzet e-touez tud zo goude ha mo defe an dud-se, gant gwir abeg, aon rak danvez an abadennoł hag e vefe TV Breizh choer vihan TF1. Skinet e vezo ar chadenn dre satellit hag en doare-se e challo an nep zo tomm e galon ouzh Breizh sellet ouzh TV Breizh ha pa na vefe ket é chom e Breizh .E-touez an dud kontant da goumanantiń da TV Breizh ez eus bet diskuilet gant ur studidenn ez eus an tri chard anezho é chom e diavaez Breizh. Hag ouzhpenn-se ne vezo ket ur raktres ar seurt-se hep degas labour dar vro. Sur eur e vezo krouet un 50 post labour bennak da stagań ganti ha ne challo den mont a-enep dar raktres zoken mougerion ar brezhoneg. Goubeizh hon eus ivez e vezo lakaet da vleunviń krouerion a-bep seurt e brezhoneg (saverion filmoł, tresadennoł bev, filmou-kelenn...) hag a labouro evit an tele ; gant ma ne skino ket hemań re a draoł amerikan. Neo ket priz ar chadenn a zlefe harzań an dud da goumanantin dezhi (50 l. ar miz) pa genverier priz ar chadennoł all kaset gant ar satellit.
Goude dar skolioł bezań degemeret ar brehoneg er gelennadurezh e oa deuet tro an tele dober plas dezhań war ar skramm bihan gant ar plas zo dleet dezhań. Hogos gwraet eo. Chańs vat da TV Breizh.
Y.C
(1) Argantet e vezo Tele Breizh evit 40% eus e voujedenn gant Pinault (15%), Roullier (15%) ha Panavi (5%)
A hend-all, e vezo argantet gant bankoł ha vreizh hag etrevroadel ha gant strolladoł bras estren arbeniget er pellwenerez