PERAK NI HON-UNAN ?
E miz Mezheven 1997, hiniennoù ac'hanomp a soñjas prederiañ war stad an emsav politikel an deiz hiziv. N'eo ket ken fall-se ar c'holl-gounid, koulskoude eo gwall skort. Evit gwir, dre ma n'en deus ket gouezet gounit d'e du, na kas keloù ha dre ma'z eus bet emglevioù arvarus eo bet diaes bepred d'an Emsav mont en tu-hont d'an 3 % da vare votagoù ar vro. Gwiriañ a c'haller kement-se gant an disoc'hoù diwezhañ e miz Ebrel 1998. Diwar ar prederse e voe lakaet anat ar youl da grouiñ ur strollad a rofe an tu d'an Emsav da adkavout ul luskamant nevez. Evit an dra-se eo bet diazezet framm ur strollad nevez : Ni Hon-Unan (Nous-Mêmes).
GANT AN EMRENEREZH E ROER AN BENVIOU D'E VRO DA WEREDAN EN UR BED OC'H EMDROIN
UR MENNAD POLITIKEL HO PEUS ?
A-dra sur met diouzh hon doare. Strilhañ ar wezenn eo hon pal...en ur c'hwezhañ aer fresk er pezh a zo evit c'hoazh, kement war ar stumm ha war an diazez. Ur reuziad politikel zo. An hanter eus an dud a chom hep mont da votiñ, arru skwizh gant ar prezegennoù helavar hag strolladoù gall.
Ni a garje ober kennigoù nevez en ur lakaat an dud da vez emskiant eo dav evit amzer da zont Breizh sevel ur mennad evit he diorroadur hag emrenerezh. Daoust ha bezañ emren n'eo ket bezañ mestr war ar stur ?
Evidomp-ni ez eo un dae da ren.
AN AMZER DA ZONT A DAOLO FRWEZH GANT AN EMRENEREZH HERVESOC'H ?
Evel just. Se zo bet komprenet mat-tre gant hom amzeien. Skwerioù ? Skos ha Kembre e Breizh-Veur, al landerioù en Alamagn, Katalonia e Spagn. An doare-se da vont en-dro a ra berzh e Belgia hag e Swis ivez.