HAG E
NEVEZ ?
E deroł miz Here e vo sinet gant Bro-Chall karta ar yezhoł minorelezet, setu ar cheloł mat kinniget gant Lionel Jospin da zilennidi e gostezenn bolitikel dar mercher 7 a viz Here
Pebezh taol Kaer...
Ma vez tu da vezań laouen gant disklźriadennoł a seurt-se, ne cheńcho moarvat netra e stad an traoł en deiz a hiziv.Arabat sorchenniń ! Neo ket deut ar Jakobined da vezań sot a-greiz-holl memestra !
Pa vez lavaret sinań e vo sinet e gwirionez an nebeutań ar gwellań, ar pep retań ha setu holl kuit da vezań disammet gant ar garta-se. E-giz-se e chello lavaret Bro-Chall e ro kred ha gwarez de yezhoł hep reiń gwirioł nevez dezho. Ouzhpenn da se e chomo ar sinadur dindan diviz a-berzh ur Stad e-giz Bro Chall a zo dija memestra sklźrijenn ar bed holl hag ivez bro gwirioł mabden, d.l.e eo arabat gortoz e rofe gwirioł nevez de geodediz. Neuze e vo sinet gant un disklźriadenn a-gevret o lavaret krak ha berr ha splann neus « e Bro Chall nemet ur bobl, ar Challaoued hag e vez roet gant ar Stad an hevelep gwirioł de holl geodediz ha nhe deus morse anavezet minorelezioł en he bro » Neo ket brav an dra-se...
An archant, aze emań an dalch ivez hag a-raok pep tra, neuze e vefe dav gortoz ivez archant ouzhpenn da gadarnaat ar sinadur. Ne vo ket ! Gouizieien ar gouarnamant a zispleg deomp « pennaennoł hag anaoudegezhioł zo er Garta, neuze ne vefe ket ezhomm ag archant ouzhpenn eviti da vezań talvoudus goude e sinadur hag e wiriekadur ». (Sic !)
Dav dar re a vez o laouenaat er mare-mań prederiań un tammig da veizhań abegoł an araokadennoł kinniget, setu pezh a lavar Ni Hon-Unan goude ar chammedig aonik war-raok-se. Kontammet e oa bet Lionel Jospin gant Tony Blair kentań ministr Breizh-Veur pa oa deut hennezh e Bro-Chall, war a seblant, emichańs ne bareo ket re vuan...
Ret eo deomp chom war evezh hag unanet muioch eget biskoazh. Ar stourm evit ar brezhoneg a gendalch hag hep gwelet an traoł war an tu fall, arabat gortoz re digant ar gouarnamant, greomp an traoł Ni Hon-Unan.
N
i Hon-Unan (emsav yaouank evit emerenerezh Breizh) a sav a-enep emzalch dichouzańvus kannidi zo da vare ma oa aet ar gaoz war ar « PACS ».Hervez an itron Boutin eo bet un trech « speredel » ha neo ket bet un trech « jedoniel », oberoł e-giz-se ne chellont ken met ober drouk dan demokratelezh. Ouzhpenn da vezań pell da vezań speredel, he deus emzalch an intron maget ar « Front National ». Anaoudegezh ar choubladoł nint ket dimezet pe e vefent arallreizhidi pe get zo ur chammed war-raok a-bouezh evit ar gevredigezh.
Ur chammed war-raok a rofe ur statut e-keńver ar gwir dan holl re o deus choant da vevań asamblez a hir dermen. Talvezout a ra ar PACS evit ouzhpenn daou vilion a dud a vev asamblez, en o zouez 30 000 koublad heńvelreizhidi.
NHU a choulenn e vefe ar PACS ur chammed war-zu un anaoudegezh ofisiel eus statut ar choubladoł heńvelreizhidi. Emichańs e cheńcho al lezenn-mań ar sell a vez gant ar gevredigezh war ar vinorelezh heńvelreizhel.