HON AMKANIOU

Un dra gentañ-penn evit NHU, kreñvaat galloud Kuzul ar vro hag e voujedenn war un dro en ur addalc'hen gounidoù an tailhoù digant ar stad. Gant e voujedenn a-vremañ (Kevatal da hini ker Roazhon) ne c'hall ket kas e weredoù ret da benn evit bezañ darev da daliñ ouzh aferioù Europa. Kuzul ar vro evel m'ez eus anezhañ an deiz hiziv a zo evit gwir ur benveg a ra muioc'h a voged eget a da ha n'en deus tamm c'hoant sevel ebet dre ziouver argant.

A-gevred e vennomp en em gannañ evit kreñvaat Breizh evit ur gwir demokratelezh nesoc'h d'an dud en ur ober dezho tostaat ouzh ar c'hreizennoù-divizoù hag en ur ober doujañs d'hon personelezh ha d'hon yezh.

Aduvaniñ Breizh a-fed ar melestradur (distro al Liger-Atlantel)

Lakaat hon pinvidigezhioù (mor, boued ha bevañs, labour-douar, elektroonik...) da zegas labour d'an dud.

Kemmañ ar mennad 2 e lezenn diazez ar stad ha sinañ karta Europea evit yezhoù ar broioù bihan hag e lakaat da dalvezañ diouzhtu-kaer.

Talvoudekaat Kuzul ar Vro ha kreskiñ e voujedenn.

Krouiñ mediaoù distag, en ur addalc'hen tailhoù ar skinwel eus ar stad d'ar Vro.

Torriñ an epartemantoù evit mat ar rannvroioù.

Stourmañ ouzh talbenn an tu dehoù pellañ

 

EN EUROPA DA ZONT, E VEZO EUS BROIOU ZO HA NE VEZO KET EUS LOD ANERZHO...

DIWALLOMP MAT DA DIBAB HON HENT

 

Un nebeut sifroù

E 1998 ez eus 2.9 milliard lur e kerzh Bro-Vreizh

Ha penaos emañ kont hon amezeien ?

- Katalonia a zo 65 milliard lur en he c'herzh

- A-benn ar bloavezh 2000, e vezo ouzhpenn 135 milliard lur ar bloaz e boujedenn Bro-Skos

- Bro-Gembre a vezo 75 milliard lur en he c'herzh

HOME